Google Earth

Google Earth zo ur meziant hag a ziskouez an Douar e teir ment a-drugarez da skeudennoù tennet gant loarelloù. Savet e oa bet ar meziant-se gant Keyhole, Inc. ha prenet e oa bet gant Google e 2004. Meur a zoare Google Earth zo pe a zo bet, digoust an holl anezho. Google Earth Embannet e 2005. Ar meziant a c'heller tizhout dre forzh pe urzhiataer eo ; stumm diwezhañ : 9.0, Ebrel 2017) Google Earth Plus Paouezet e 2008). Google Earth Pro Evit an embregerezhioù e oa bet ijinet ha lakaet e pleustr betek 2015 ; Google Earth eo abaoe. Google Earth Enterprise Evit an embregerezhioù, paouezet e 2015 met dalc'het e ratre betek 2017. Google Earth Studio Stummet evit bevaat skeudennoù teirment (3D) al loarelloù ; ret eo kevreaén evit rakwelout ar skeudennoù. Google Earth 9 Stumm nevez war an Internet, embannet e miz Ebrel 2017. Graet eo evit beajiñ war an Douar, dre skeudennoù al loarelloù bepred ; tu zo da vont d'ul lec'h termenet dre vannaén un diñs, gwelet ar skeudennoù ha lenn ar pennad Wikipedia a bled gant al lec'h-se. Google Earth Plug-in Embannet e 2008. Un doare c'hoari-video savet diwar skeudenn al loarelloù, paouezet e 2016. Google Earth VR Embannet e miz Du 2016. "Gwirvoud galloudel" (GG) eo talvoudegezh Virtual Reality (VR), ijinet evit ar savenn c'hoarioù Valve's Steam, ma c'heller merdeiñ e GG.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne